Aurora

Aurora, livet gant Guercino, 1621-23 (livadur terest er c'h-Casino Ludovisi, Roma), ur skouer a liverezh barok.
Aurora ha Titon, priñs Troia, livet gant Francesco de Mura.
L' Aurore (1881), gant William-Adolphe Bouguereau.

Aurora eo doueez tarzh-an-deiz gant ar Romaned. Klotañ a ra gant Eos mojennoù Hellaz, hag Ushas gant an Hindoued.

Bemdez e tifluk da nijal dre an oabl, da gemenn ar beure nevez. C'hoar eo da Sol, an heol, ha da Luna, al loar. Un toullad mat a briedoù he deus, ha pevar mab, ar Pevar Avel, a zo kar da Anemoi Hellaz, evit pevar c'horn an oabl.

  • Aquilo, pe Septentrio, avel an hanternoz, a zo Boreas e gregach;
  • Auster, avel ar c’hreisteiz, a zo Notos e gregach;
  • Favonius, avel ar c’huzh-heol, a zo Zefiros;
  • Volturnus, avel ar sav-heol, a zo Euros.

Ur serc'heg dezhi e oa Titonus, ha goulenn a reas Aurora digant Zeus reiñ dezhañ bezañ divarvel, met ankouaat a reas goulenn ar yaouankiz peurbadel war un dro. Hag ar paourkaezh Titonus a zalc'h da goshaat, ha da goshaat.


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search